Mont d’an endalc’had

Franchi SPAS-12

Eus Wikipedia
Franchi SPAS-12


Ur fuzuilh Franchi SPAS-12
(stumm gant ul lamm difiñv)
Kinnig
Bro  Italia
Doare Fuzuilh damaotomatek ha fuzuilh-pomp
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù pe dre bomp
Munisionoù 12/70
Ijiner Piero Torsani
Produer Franchi
Mare produiñ 1979 - 2000
Niver produet Etre 37.000 ha 50.000
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 4,4 kg
Hirder 1.041 mm (lamm dibleget)
820 mm (lamm pleget)
Hirder ar c'hanol 18" (457 mm)
19-7/8" (504 mm)
21-1/2" (546 mm)
24" (609 mm)

Endalc'h Karger korzennek 5, 6, 7 pe 8 kartouchenn + 1 gartouchenn er gambr
Adstummoù LAW-12
SAS-12
SPAS-15
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar SPAS-12 (evit Special Purpose Automatic Shotgun da gentañ, ha Sporting Purpose Automatic Shotgun goude) zo ur fuzuilh flour he c'hanol damaotomatek produet etre 1979 ha 2000 gant an embregerezh italian Franchi. Diazezet e oa war ar Franchi 500. Kambret eo evit kartouchennoù 12/70. Mont a ra en-dro dre amprest gazoù, met ur sistem tennata dre bomp he deus ivez, evit gellet implijout munisionoù izeloc'h o galloud evel ar re nann-varvus dreist-holl[1]. En he stumm kentañ he doa ul lamm teleskopek. Hervez ar stummoù e c'haller lakaat etre 5 hag 8 kartouchenn en he c'harger korzennek.

Savet e voe evit nerzhioù gouarnamantel Italia da gentañ. Ezporzhiet e voe d'ar Stadoù-Unanet adalek 1982[1]. Talvoudegezh hec'h anv a voe cheñchet un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, eus Special Purpose da Sporting Purpose, izelaet e voe endalc'h he c'harger, ha difiñv e teuas he lamm da vezañ, evit gellet talañ ouzh al lezennoù stadunanat a zeue da vezañ strishoc'h-strishañ war gwerzhañ an armoù arsailh. An Assault Weapons Ban votet e 1994 a verzas enporzhiañ ar SPAS-12 er vro. Produiñ an arm a voe paouezet e 2000, ha kemeret e voe he flas gant ar SPAS-15 war gatalog ar merk[2].

Implijet e voe ar SPAS-12 gant unvezioù enepsponterezh un nebeud broioù, en o zouez er Stadoù-Unanet (gant unvezioù 'zo eus ar SWAT), e Brazil, Indonezia, Malaysia, ha gant ar GIGN e Bro-C'hall[2]. Etre 37.000[3] ha 50.000 skouerenn eus ar SPAS-12 pe eus e adstummoù a voe produet gant Franchi. 18.000 anezho a voe prenet gant gouarnamant Egipt[1].

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo ar SPAS-12 evit bezañ arm The Terminator etre daouarn Arnold Schwarzenegger (1984). Implijet eo bet e meur a film all : arm Alan Grant (Sam Neill) eo e Jurassic Park (1993) da skouer. Graet e vez ganti a-wechoù gant O'Neill (Richard Dean Anderson) ha tudennoù all er stirad Stargate SG-1. Gellet a ra bezañ implijet ar SPAS-12 e c'hoarioù video evel Grand Theft Auto: San Andreas, Half-Life 2, Call of Duty: Modern Warfare 2 pe World of Guns: Gun Disassembly[4].

  1. 1,0 1,1 ha 1,2 (en) McCOLLUM Ian, SPAS-12: Franchi’s Special Purpose Automatic Shotgun, Forgotten Weapons, 06/11/2024 (lennet d'ar 27/07/2025)
  2. 2,0 ha 2,1 (en) SUCIU Peter, Franchi SPAS-12 – The Special Purpose Automatic Shotgun, The National Interest, 04/08/2020 (lennet d'an 28/07/2025)
  3. (en) DABBS Will, The Ruthless SPAS 12 Special Purpose Automatic Shotgun, Firearms News, 07/02/2025 (lennet d'an 28/07/2025)
  4. (en) Franchi SPAS-12, IMFDB (lennet d'ar 27/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan